Ti ar Vro Kemper a zo ur gevredigezh krouet e 1996 diwar intrudu Ti Kêr Kemper hag ar c'hevredigezhioù sevenadurel.
E 2015, bod a ra un daou-ugent kevredigezh hag izili war o anv :
- sonerezh (bagadoù, laz kanañ, strollad, gouel…)
- dañs (kelc'hioù keltiek, kevreadoù…)
- brezhoneg (skolioù, kentelioù noz…)
- sport
En holl e ra muioc'h eget 2000 den bodet e Bro Gemper.
Ti ar Vro Kemper a gemer perzh e rouedad an emglevioù bro Breizh :
- e Kerne Izel gant Emglev Bro Douarnenez, Startijenn ar Vro Vigoudenn (Bro Vigoudenn), Tud Bro Konk (Bro Gonk Kerne - Aven), Ti ar Vro Bro Kemperle (Bro Gemperle - Aven).
- e Breizh gant an Agence Culturelle Bretonne (An Naoned), Al levrig (Lanuon-Kawan), Emglev Bro An Oriant (An Oriant), K.L.T. (Montroulez), Sked (Brest), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Ti ar Vro Leon (Lesneven).
An oberiantizoù
- Kelaouiñ,
- Ar c'hrouiñ arzel,
- Lakaat war wel labour ar re yaouank (fest-noz gant ar skol sonerezh, abadenn Kemper o Tañsal),
- Labourat gant ar skolioù, gant sikour an izili hag e kenlabour gant kevredigezhioù sevenadurel Kemper ha Kerne.
Ti ar Vro Kemper abaoe eo staliet er batis prestet gant Ti kêr Kemper (jimnaz kozh ar Quimperoise) e miz Here 2006 eo deuet da vezañ ul lec'h degemer evit an izili hag ar genlabourerien.
Ar skipailh
Ar burev
- Prezidant : Gweltaz ar Fur (Saloñs liesyezhek al levrioù evit ar vugale)
- Eil prezidant : Bernez Rouz (Arkae)
- Sekretour : Manu Mehu (Skol yoga)
- Teñzorer : Michel Senant (War e anv)
Ar gopridi
- Kenurzhier : David Ansquer
- Sekretour – kontour : Vincent Rouxel
Brezhoneg eo yezh an ti.