Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Beaj e-bourzh al lougr Kaourintin + Baleadenn natur ha glad war Enez Sant-Nikolaz (Glenan)

10/06 - 08:30>19:30

- 50€

D'al Lun 10 a viz Even 2019

Eus Konk-Kerne betek Enez Sant-Nikolaz (Inizi Glenan)

8e3/4 mintin > 7e1/2 noz

50€

 
***
 
Ti ar Vro Kemper a ginnig deoc’h un devezh e brezhoneg e-bourzh al lougr Kaourintin evit mont da zizoleiñ glad an Inizi Glenan d’al Lun 10 a viz Even 2019.
O tigaeañ eus Konk-Kerne e c’hello an dud, e-pad ar veaj war ar vag-dre-lien-se, ober muioc’h a anaoudegezh gant geriaoueg ar bagoù betek Enez Sant-Nikolaz e-lec’h ma vo dilestret.
War Enez Sant-Nikolaz, unan eus an Inizi Glenan, e viot degemeret gant Annaïck Loisel, heñcherez-prezegennerez, hag a lako war wel glad hag istor an Enez e brezhoneg.
 
Diwallit, ne vo ket kement-se a blasoù e-bourzh ! Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet !
 
***
 
Titouroù :
* Priz ar staj : 50€
* Brezhonegerien dre ret
* Traoù da zegas : ur vantell-c'hlav, ur chupenn tomm, botoù bale, ur voutailhad dour, ur gevellunedoù (ma ez eus unan ganeoc'h) hag ur c’harned bihan.
* Da bep hini d’en em aozañ evit mont betek Konk-Kerne ha distreiñ.
 
 
* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
* Enskrivadurioù betek ar 5 a viz Even 2019
* Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan :
Evit kaout muioc’h a ditouroù hag evit en em enskrivañ, deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 /clelia@tiarvro-kemper.bzh

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
http://tiarvro-kemper.bzh