Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec / Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec

5/10 - 09:00>17:00

- 25€

Ti ar Vro Kemper

05/10/2019

9e mintin > 5e goude-merenn
E brezhoneg

Adalek 15 bloaz
25€

***

Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg er gevredigezh Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg Kerne Izel.

 

Roll-labour an devezh :

- An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger

- Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou  : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).

- Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.

- Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.

Titouroù :

* 15 den d'ar muiañ

* Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet

* Adalek 15 bloaz

* Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)

* Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper.

* Priz ar staj : 25€

* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued

* Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan :

https://docs.google.com/forms/

Lieu

TI AR VRO KEMPER
3 esplanade Famille Gabaï
QUIMPER, 29000
+ Google Map
Phone:
0298907043
http://tiarvro-kemper.bzh