Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec

2/03 - 09:00>17:00

- 25€

Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec

02/03/2019

E Ti ar Vro Kemper
9 eur mintin > 5 eur goude-merenn

25€

***

Evit mizvezh ar brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg er gevredigezh Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloiñ brezhoneg Kerne Izel.

Roll-labour an devezh :

- An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger

- Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ ( meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).

- Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.

- Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.

***

Titouroù :
--> 10 den d'ar muiañ
--> Adalek 15 bloaz
--> Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)
--> Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper.

--> Priz ar staj : 25€
--> Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
--> Ret eo en em enskrivañ en a-raok, trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ
--> Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet

 

 

 

 

 

 

 

Details

2/03
09:00>17:00
Cost:
25€

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
http://tiarvro-kemper.bzh

Lieu

TI AR VRO KEMPER
3 esplanade Famille Gabaï
QUIMPER, 29000
+ Google Map
Phone:
0298907043
http://tiarvro-kemper.bzh