Chargement Évènements

DIBENN-SIZHUN E BREZHONEG EVIT AR FAMILHOÙ HAG AN DUD C’HOUR hep bugel / 27-28-29 a viz EBREL 2018

27/04 - 18:00>29/04 - 16:00

Adal ar Gwener 27 a viz Ebrel betek ar Sul 29 e vo dalc’het ur staj en Enez-Vaz gant KEAV. Pal ar staj zo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etreze : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud a oar un tamm brezhoneg, un tamm mat a vrezhoneg zoken, met n’eo ken aezet a se atav kaozeal e brezhoneg er familh pa vezer krog da gaozeal galleg.
D’ar familhoù a gomz brezhoneg etreze disoursi e vo un doare da vevañ e brezhoneg en un endro plijus, ober anaoudegezh gant familhoù nevez ha sikour ar familhoù all.
C’hoarioù a vo graet etre ar vugale, evite d’ober anaoudegezh an eil re gant egile, ha kalz a aktiviteoù/obererezhioù e brezhoneg, bugale hag o zud asambles : c’hoarioù a bep seurt, pourmen, kanañ, dañsal, selaou kontadennoù, obererezhioù dorn, beilhadegoù….
D’ an dud c’hour a zeuio hep bugel e vo kinniget kemer perzh en obererezhioù ar familhoù da vareoù zo ha d’ar mareoù all e vo kinniget dezhe obererezhioù a-ratozh evite, mont da gejañ gant brezhonegerien an enez, ober tro an enez ha nozvezhioù laouen !
E seizh gwellañ a ra KEAV evit kas da benn ar staj-se. Un digarez eo evitañ da lidañ e zek vloaz ha tri-ugent ! Atav ez eus bet graet ur plas d’ar vugale ha d’o familhoù en e gampoù. Met, er mare-mañ, muioc’h eget ma oa bet biskoazh, eo a bouez bras sikour ar familhoù en o strivoù d’ober eus ar brezhoneg o yezh… Dazont ar yezh zo e familhoù ar vrezhonegerien. Pa vez kaozeet brezhoneg gant ar vugale en o familhoù, e teskont o yezh tamm-ha-tamm, e karont anezhi, hag e vezont prest da vont hardi, dizaon, e bed ar galleg pe ar saozneg hep disoñjal ar brezhoneg…
Ar brezhoneg er skol zo un dra vat, met ma ne vez ket kaozeet brezhoneg er familhoù, n’eo nemet un touell…. Abalamour da se e lavaromp : e pep korn-bro e rankomp aozañ stajoù brezhoneg evit ar vugale hag o familhoù. E pep korn-bro hag aliesoc’h-aliesañ !
Lakaat ar vugale, o zud ha tud gour all da vevañ asambles e brezhoneg a zo un doare da ziskouez eo ar brezhoneg yezh ar gevredigezh, yezh an holl.
Gwelet ar vugale ha komz gante, evit an dud c’hour eo bevañ ar brouenn ez eus un dazont d’ar brezhoneg ; evit ar vugale, gwelet tud all estreget o zud o komz brezhoneg a zo meizañ e c’hall ar brezhoneg bezañ yezh ur gevredigezh. Abalamour da se e tegemerimp ivez tud c’hour ha n’eus bugel ebet gante. Plijadur da gomz gant tud all ha gant bugale o devo, ha plijadur da gomz brezhoneg gant brezhonegerien eus Enez-Vaz ivez….
Deuit niverus d’an dibenn-sizhun brezhoneg e Enez-Vaz,
d’ar Gwener 27 Sadorn 28 ha Sul 29 a viz Ebrel
da c’hoari ha da vevañ e brezhoneg !
Staj kenaozet gant KEAV ha Ti ar Vro Kemper
Degemeret e vimp er greizenn « Rêves de mer » war an Enez-Vaz
Obererezhioù kaset KEAV war dachenn ar brezhoneg er familhoù :
- Degemeret e vez ar familhoù en ur strollad a-ratozh, Brezhoneg er familhoù
e anv, e-pad ur sizhun e kamp-hañv KEAV abaoe 2012 gant sikour DISKOUARN.
- Daou zibenn-sizhun evit ar familhoù ar bloaz a vez kenaozet gant KEAV ha Ti ar Vro Kemper, abaoe 2015.
- Ur studiadenn war implij ar brezhoneg er familhoù a zo war ar stern gant rann sokiologiezh skol-Veur Roazhon 2 ha KEAV.
Deuit da vevañ e brezhoneg e-pad un dibenn-sizhun !
Familhoù gant bugaligoù ha bugale - Tud c’hour
Penaos e vo aozet an traoù ?
Gwener 27/04/2018
6 eur : degemer ar vugale gant o zud hag an dud c’hour all
7 e : banne digor-kalon , 8 e : piknik, degaset gant pep hini
9 e : abadenn sonerezh evit ar vugale hag an dud c’hour.
Sadorn 28/04/2018
9 e→10e : dijuni
10 e ½ : 2 bourmenadenn : unan verr evit ar vugale gant o zud, mui unan hiroc’h
12 e ½ : merenn, pourvezet gant ar greizenn.
Adalek 2e betek 5 eur e vo 2 strollad
Strollad ar vugale gant pep a zen gour e karg gante
2 e→3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ ; prantad sioul evit ar vugale vrasañ : labour-dorn ha livañ war tem an erevent, levrioù.
4 e 1/2 : merenn-vihan
Strollad an dud c’hour
2 e→5 e mont da welet brezhonegerien an enezenn oc’h ober muioc’h anaoudegezh gant an enezenn.
Evit an holl
5 e : c’hoarioù a-stroll en diavaez
6 e : banne digor-kalon ha kontadennoù diwar-benn Aerouant an Enez-Vaz
7 e 1/2 : koan, pourvezet gant ar greizenn.
9 e 1/4 : kwiz 10 e : Fest-Noz lusket gant kanerien ha sonerien ar vro.
Sul 29/04/2018
9 e→10 e : dijuni e stumm ur brunch pourvezet gant ar greizenn
10 e→kreisteiz : deomp da granketa war an aod !
12 e →1 e : merenn e stumm ur brunch pourvezet gant ar greizenn
1 e→3 e : kousk-aez evit ar re vihanañ, c’hoarioù diavaez evit ar vugale vrasañ hag an dud c’hour
3 e : bilañs 4 e : fin ar staj.
* Priz an dibenn-sizhun :
Gant : dijuni, merenn ha koan ar Sadorn, dijuni&merenn ar Sul (stumm ur brunch) + bod ar Gwener hag ar Sadorn noz. Da bet hini da baeañ ar gwin evet ouzh taol.
Da zegas : piknik ar Gwener noz
Priz leun : un den gour gant 1 bugel : 65 euro, gant 2 vugel : 100 euro, un den gour 41 €, 5 € dindan 4 bloaz. Priz digresket pe prizioù all, deuit e darempred ganeomp.
Priz an treizh ouzhpenn*. Mont-dont : adalek 12 vloaz : 9€, adalek 4 bloaz : 4.50 € dindan 4 bloaz : 2€.
*Eurioù an treizh gant ar vag etre Rosko hag an enezenn (1/4 eur treizh, an eurioù erbedet zo e lizherennoù druz).
Mont : Gwener g.k. ha d’an abardaez : 3 eur 1/2, 4 eur 1/2, 6eur ha 7 eur
Sadorn : 8 eur1/2, 10 eur, 11eur, kreisteiz, 1 eur 1/2, 2 eur 1/2, 3 eur 1/2, 4 eur 1/2, 6 eur ha 7 eur
Distreiñ : Sul g.k. : 2 eur, 3 eur, 4 eur, 5 eur ha 6 eur 1/2
Lakait hoc’h anv a-raok an 10 a viz Ebrel mar plij
KEAV / kenurzhier@keav.bzh / 06 06 45 85 08 / keav@keav.bzh
Plijadur a vo e brezhoneg gant ar re vihan hag e re vras !
.................................................................................................................................
TITOUROÙ – ENSKRIVADURIOÙ da gas a-benn an 10/04/18 mar plij kenurzhier@keav.bzh, 06 06 45 85 08, keav@keav.bzh, lec'hienn : keav.bzh. KEAV, 22 ru Menez ar Piked 29120 Pont-’n-Abad
Embann a raimp ur folenn enskrivañ da pellgargañ diwezhatoc’h

Details

du 27/04 - 18:00
au 29/04 - 16:00

Organisateur

KEAV
Email:
http://www.keav.bzh/