Bagad an Erge Vihan

Krouet eo bet Bagad an Erge Vihan e 1954 gant Jean Quere, soner er bagad Kemper, ha Jean Foucaud, ha plijadur o deus re ar bagad da ginnig d’an dud sonerezh Breizh a-vremañ. Ar bresidantez a zo er mare-mañ Isabelle Fauque ha 40 soner a zo ennañ. Hiziv, ar c'hentelioù a zo roet gant kelennerien Sonerion Penn ar Bed. Bep sizhun, o seniñ bombard, binioù bras pe c’hoazh taboulinoù, ar sonerien a glask digeriñ o spered war ar broioù ha sevenadur Breizh. Ar bagad a zo dibaoe ar bloavezhioù 80 e trede rummad kampionad Breizh ar bagadoù. Kemer a ra perzh ivez e kenstrivadegoù evel re Menez-Meur, Gouel ar Vombard, Gouelioù Meur Kerne… Gouest eo ar bagad da ginnig tonioù a bep seurt, da vale pe da zañsal.

Seniñ a reont un tammig peplec'h e Breizh met ivez e Bro c'hall ha broioù estrenn all a-wechoù.

www.bagad-erguearmel.asso.fr