Bagad Kemper

Aet eo 19 gwech ar maout gant Bagad Kemper e kampionad Breizh ar bagadoù, ha bevet en deus kalz traoù, liammet gant ar sonerezh pe gant traoù all, war leurennoù broioù all ar bed, o tiskouezh nerzh sevenadur Breizh.

Ar bagad, a ra gant tonioù nevez e liamm gant hengoun Breizh, pe tonioù hengounel nevesaet, pe c’hoazh tonioù rannvroioù all, a laak anezhañ da vezañ unan eus ar re a ra ar gwellañ ur sonerezh Breizh digor war ar bed.

Hag-eñ eo brudet-tre ar Bagad Kemper a drugarez d'ar strollad er rummad 1añ, arabat ankouat strolladoù all e-barzh o kevredigezh. Setu perak e stummont ar skol sonerezh, ar bagadig Kemper hag ar bagad Glazik Kemper.

Ar Bagad Kemper en deus kemeret perzh e meur a zarvoud er vro pe er bed a bezh (Galis, China, Bro Skos, Bro Saoz, Austria, Gabon, Portugal).

http://www.bagad-kemper.bzh/fr/