Evel Just

Krouet eo bet ar gevredigezh Evel Just d’ar 5 a viz Du 2004, e Pluguen. Ar stollad kentañ en doa c’hoant sevel e Su Kemper, ur c’huzul skoazell evit ar skolioù Diwan, gant ar pal labourat evit broudañ pedagogiezh ar skolioù e brezhoneg dre soubidigezh. Ar pal a zo kendalc’h war ar memes hent, da lavaret eo, ober al liamm etre an hentennoù kelenn disheñvel, evit ma vefe eskemmet muioc’h o skiant prenet hag o youl etrezo, evit kas war-raok ur yezh gwriziet mat er vuhez foran.
Evel Just en deus kemeret perzh en ur bern oberiantizoù liammet gant startijenn ar yezh war dachenn Kerne. Kemer perzh ha kreñvaat rouedad ar c’hevredigezhioù hag an holl dud a youl vat a labour war an dachenn evel Ti ar Vro Kemper, Ofis ar Brezhoneg, Saloñs liesyezhek ar levrioù evit ar vugale e Pluguen, pe c’hoazh Amzer Vrav, eo atav labour pennañ ar gevredigezh.