Kanerien Sant Meryn

Krouet e 1983, pal al laz-kanañ eo brudañ sevenadur Breizh gant ar c'han. Kanañ oberennoù hengounel kenkoulz hag o krouiñ reoù nevez eo chomet ar gevredigezh feal d'ar pal-se. Ezel eo eus ar c'hevredad Kendalc'h. Kemer a ra perzh bep bloaz en emgav lazoù-kanañ "Breizh a gan". Kinnig a ra koñsertoù dre ar vro hag er broioù estren ivez : Alamagn, Bro-Spagn, Kembre.

http://www.kanerien-sant-meryn.bzh/