Mederien Penhars

Ar c'helc'h keltiek Mederien Penhars a oa bet krouet e 1958 gant daou vignon soner : Joseph Trellu ha Corentin Quere .

Ar gevredigezh-mañ a zo rannet e pevar strollad : ar strollad dañserien deuet, ar strollad musik, ar strollad bugale hag ar strollad evit kregiñ gant an dañs.

Ar strollad muzik a zo savet gant 8 soner. Akordeoñs, fleüt, hirvombard. Klask a reont liammañ traoù modern gant an hengoun evit derc’hel spered muzik Breizh. Seniñ a reont evit an dañserien.

Bez ez eus 24 bugel hag a zo gwisket gant dilhadoù kozh ar bloavezhioù 1870/80. Ar c'hentelioù zo roet gant 7 dañser pevar anezho eus ar strollad dañserien deuet.  Deskiñ a reont dañsoù disheñvel evit krouiñ un abadenn un hanter eurvezh.

Ar mederien Penhars o deus hiziv un 20 den bennak e-barzh ar strollad dañserien deuet. Kas a reont o entan dre ar gouelioù meur e Breizh, e Bro C'hall hag er broioù estrenn.

http://mederien-penhars.fr/