Kelenn

Kreizenn stummañ ar skolioù Diwan eo Kelenn.

Ganti e vez graet war-dro kement stummadur – kentañ ha dibaouez – a vez kinniget da implijidi ar rouedad Diwan.  En hor c’hreizenn e Kemper e vez roet bod dreist-holl da zaou stummadur hirbad :

- ur stummadur 9 miz evit deskiñ brezhoneg e-sell eus micherioù ar c’helenn divyezhek (gant Diwan pe gant un hentenn all)

- ar Master MEEF-EBI evit mont da skolaer Diwan (daou vloaz).

Muioc'h a ditouroù amañ