STROLLAD LA OBRA

ISTOR

Ganet eo Strollad LA OBRA e Chili e 1996. Kendalc’het en deus e hent da c’houde betek Breizh hag ar

Gwatemala. Ur strollad a vicher eo LA OBRA. Tost e galon ouzh ar minorelezhioù eo an teatr kinniget

gantañ, forzh peseurt re e vefent, pe war zu Amerika Latina pe e Breizh. Sevel ur bed all posupl

“Otro Mundo Posible” eo pal ar strollad. Lakaat sevel ur bed all e lec’h ma z’eus plas evit an holl, ha

kenskoazell pe eskemmoù etre pobloù ar bed. Arzourien latino amerikan ha brezhonegerien a zo e-barzh ar

strollad hag o labourat e Douarnenez hag e Brest, e Breizh.

Darempred

 

Deux Mondes En Mer

Nena Ha Polo

La criminata