Mervent

Krouet e 1994, ar gevredigezh a vod ha kas war-raok ar c'helenn brezhoneg e bro Gerne. Kinnig a ra Mervent kentelioù brezhoneg diouzh an noz pe e-pad an deiz o kemer harp war frammoù sokial ha sevenadurel Kerne.

AN DUD DEUET - Kentelioù bep sizhun evit 410 den : 40 kentel-noz aozet gant 23 gevredigezh ezel, 8 kentel « 2 lamm » (3 eurvezh ar sizhun).- Stajoù berr : devezhioù da studiañ ar yezh, devezhioù dudi dalc’het e brezhoneg (keginañ, liorzhañ...).- Stummadur dibaouez : 15 kentel evit gopridi an embregerezhioù, evit ar strollegezhioù lec’hel, ha neuze an implijidi en tiez ar re gozh.

AR VUGALE - AR GRENNARDED - Er skolioù publik kentañ derez, reiñ d’ar skolidi un tañva eus ar brezhoneg bep sizhun : 160 eur e-barzh 63 skol. Gant sikour Kuzul Departamant Penn-ar-Bed hag Ensellerezh an Akademiezh.- Abadennoù da zizoloiñ ar yezh pe abadennoù dudi e brezhoneg evit bugale pe krennarded ( er c’hreizennoù dudi, skolajoù…).

http://www.mervent-bzh.com/