War’l Leur Penn ar Bed

War'l Leur Penn ar Bed a zo ur gevredad dañsoù Breizh a vod kelc'hioù keltiek tud deut, strolladoù bugale hag strolladoù dudi, da lavaret eo 2500 den. Pal ar gevredigezh eo stummañ, kas war-raok ha treuskas sevenadur Breizh. Aozet e vez ganti da skouer "Gouel ar vugale", an div genstrivadeg dañs Menez Meur ha "Yann Kaourintin ar Gall". Kemer a ra perzh War'l Leur Penn ar Bed e-barzh a bep seurt diskouezadegoù, prezegennoù hag ober a ra traoù er skolioù.