Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Prezegenn / Conférence : Per Vari Kerloc’h

20/03 - 10:30>17:00

- Gratuit

LA GORSEDD ET LA CULTURE BRETONNE AU TOURNANT ET AU COURS DU XXe SIÈCLE 

AR C’HOURSEZ HA SEVENADUR BREIZH E PENN KENTAÑ HAG E-PAD AN UGENTVED KANTVED

20/03/2021

Enlinenn war Facebook Ti ar vro Kemper | En ligne sur le Facebook de Ti ar vro Kemper
10eur1/2 mintin (e galleg) + 2eur1/2 g-m (e brezhoneg) | 10h30 (en français) + 14h30 (en breton)
Digoust | Gratuit

 

Er bloavezh 1899 e Kerdiz, warlerc’h degemer Kervarker evel barzh gant Kembreiz e 1838 en Y Fenni, e voe krouet Goursez Gourenez Breizh war skouer Gorsedd Byrdd Ynys Prydain. Gwall zister er penn kentañ e teuas a benn koulskoude da vodañ tamm ha tamm ar bleuñv eus an emsav sevenadurel, yezhadurourien, geriaouerien evel Frañsez Vallée ha Jules Gros, barzhed ha skrivagnerien evel Taldir Jaffrennou, hag a savas Bro Gozh Ma Zadoù pe Charlez Rolland, troer ar C’han Etrevroadel e brezhoneg, sonerien, armerzhourien evel Jean Choleau. Ugent vloaz araok ma voe savet ar Bagad kentañ, e veze kaset endro gouelioù ar C’hoursez gant sonerien eus Bro-Skos, un degouezhadenn da reiñ da glevet ar biniou bras d’ar Vretoned. Kemer perzh a reas ivez an Drouized e mareoù kentañ Gouelioù Kerne, da skouer en ur sevel lidoù-dilenn ar Rouanezed. Adlañsañ ar C’hoursez a vo start goude an diskrog deuet dre an eil brezel-bed. E eil hanter an ugentved kantved e teuio ar studioù hag an araokadennoù war ar yezh, da vezañ emren ha distag hag an disoc’h eus kement se a vo krouidigezh kevredigezhioù o kelenn ar brezhoneg, Bodadeg ar Sonerien, ar skolioù Diwan hag ar re en div yezh. Da heul Gwenc’hlan Er Skoieg, pempved Drouiz Meur e vo lakaet war wel pal aroueziek ha filozofel ar C’hoursez a oa e hini abaoe ar penn kentañ. Dont a raio da vezañ Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, un anv o verkañ splann ez eus anezhi ur gevredigezh preder. Lidet e vo hevlene ar c’hantved Goursez Digor e Mur.

 

Deuit da selaou anezhañ war-eeun war pajenn Facebook Ti ar Vro Kemper dre glikañ war ar liamm amañ : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh 

Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

***

En 1899 à Cardiff dans le droit fil de la réception d’Hersart de la Villemarqué en 1838 à Abergavenny au Pays de Galles, se créait la Gorsedd de la Presqu’Île de Bretagne sur le modèle gallois. Après des débuts modestes, elle finit par rassembler l’élite intellectuelle du mouvement culturel, des grammairiens ou lexicologues comme François Vallée et Jules Gros, des poètes et écrivains comme Taldir Jaffrennou, créateur du Bro Goz ma Zadou ou Charles Rolland, traducteur de l’Internationale, des musiciens, des économistes comme Jean Choleau. Vingt ans avant la création du premier bagad, les fêtes de la Gorsedd, qui sont accompagnées par des sonneurs écossais, fournissent l’occasion d’acclimater la cornemuse en Bretagne. La Gorsedd va également s’investir, après le premier conflit mondial, dans la mise en place du Festival de Cornouaille, notamment la cérémonie d’investiture de la Reine. Le redémarrage sera toutefois difficile après l’interruption de la deuxième guerre mondiale. Dans la deuxième moitié du 20ème siècle, l’étude, la promotion de la langue et la culture vont s’autonomiser et déboucher sur les différentes associations d’enseignement, l’Assemblée des Sonneurs (BAS) et sur la naissance des école Diwan et des filières bilingues. La Gorsedd va alors, sous l’impulsion de Gwenc’hlan Le Scouëzec, cinquième Grand Druide, se recentrer sur son rôle symbolique et philosophique qui était également présent à ses origines. Elle devient la Fraternité des Druides Bardes et Ovates de Bretagne, dénomination qui reflète plus fidèlement son statut de société de pensée. Elle va fêter cette année sa centième cérémonie publique de la Gorsedd Digor à Mur de Bretagne.

 

Venez l'écouter en direct sur la page Facebook de Ti ar Vro Kemper en cliquant sur le lien suivant : www.facebook.com/tiarvrokemperbzh 

Pour plus d’informations contactez Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

 

 

Gant skoazell / Avec le soutien de :

Details

20/03
10:30>17:00
Cost:
Gratuit
www.facebook.com/tiarvrokemperbzh 

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
https://tiarvro-kemper.bzh