
- Cet évènement est passé
Abardaevezh c’hoarioù e brezhoneg | Après-midi jeux en breton
29/01 - 14:30>17:30

29/01/2023
SAL LIESIMPLIJ Ti ar Vro Kemper | Dans la SALLE POLYVALENTE de Ti ar Vro Kemper
2e1/2 g.m > 5e1/2 g.m | 14h30 > 17h30
E brezhoneg | En breton
Digoust | Gratuit
Adalek 6 vloaz | A partir de 6 ans
En em enskrivañ diouzh ret (niver rik a blasoù)
Sur réservation (places limitées)
Deuit da dremen un abardaevezh c’hoarioù e brezhoneg savet a-ratozh evidoc’h brezhonegerien bras ha bihan.
Ur c’hoari a-stroll evit lakaat an holl en o bleud.
Ur c’hoari bras a lakaio pep hini da selaou ha da gomz, da sevel ha da glask, da ganañ ha da c’hoarzhin tro-ha-tro !
Un toullad c’hoarioù-taol evit echuiñ, Klas ar Ger ha N’out ket Barzh, Din an Dorn pe Diwar-dizh.
Lusket an abardaevezh gant Sten Charbonneau, krouer c’hoarioù Aplud ha stummer war bedagogiezh ar c’hoari evit mont war-raok gant ar yezh.
C’hoari Bras ar Roue Arzhur ha Marc’heien an daol Grenn
Deuit da gemer perzh er gest evit adkavout ar Graal !
Pedet oc’h da zont da c’hoari d’ar Sul 29 a viz Genver 2023, e Ti ar Vro Kemper, adalek 2e1/2 d’abardaez, evit un aridennad amprouennoù ampartiz, nerzh ha spered !
Deuit ‘ta neuze gant ho familh pe ho mignoned, brezhonegerien pe deraouidi gant ar yezh, digarez a vo d’an holl da gemer perzh e hini pe hini eus an amprouennoù, betek ma ranko an holl asambles dirouestlañ ar gudenn vrasañ ha kavout ar Graal, emichañs !
Kaset en-dro gant Sten Charbonneau, skoazellet gant Swen Hamard ha Marina Jove Navarro, e sal veur Ti ar Vro Kemper.
Evit bezañ sur kaout ur plas, lakait hoc’h anv en a-raok e Ti ar Vro Kemper !
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / agnes@tiarvro-kemper.bzh
***
Venez passer une après-midi jeux en breton en compagnie de bretonnants de tous âges et tous niveaux.
Un jeu d’ouverture pour mettre tous les participants à l’aise.
Un grand jeu créé spécialement pour l’occasion, qui vous fera parler, écouter, vous lever et chercher, chanter et rire tour à tour !
Des jeux de plateau pour terminer, avec les créations Aplud bien connues, Klas ar Ger, N’out ket Barzh, Din an Dorn ou encore Diwar-dizh, mais aussi des jeux inédits.
Session de jeux animée par Sten Charbonneau, créateur des jeux Aplud et formateur à la pédagogie du jeu en classe de langue.
Réservation et renseignements : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / agnes@tiarvro-kemper.bzh