Chargement Évènements

Atalier Beatbox e brezhoneg | Atelier de Beatbox en breton

15/10 - 14:30>17:15

- 15€

Atalier Beatbox kaset e brezhoneg gant Noah Roudaut alias NeOR 

 Atelier de Beatbox animé en breton par Noah Roudaut alias NeOR

15/10/2022

SAL LIESIMPLIJ Ti ar Vro Kemper | Dans la SALLE POLYVALENTE de Ti ar Vro Kemper
2e30 gm > 5e15 gm | 14h30 > 17h15
E brezhoneg | En breton
15€

Evit ar re yaouank eus 8 da 12 vloaz | Pour les jeunes de 8 à 12 ans

En em enskrivañ diouzh ret (8 den nemetken)
Sur réservation (8 places disponibles)

 

An arz d’ober muzik ha da grouiñ sonioù gant e c’henoù hag e venveg moueziañ tra ken eo an Human Beatbox pe ar voest lusk den.

Savet e oa ar beatbox er bloavezhioù 70 er Stadoù Unanet hag unan eus pemp troad an Hip Hop eo.

Arzour yaouank a 17 vloaz eo Noah Roudaut alias Neor, sot a-yaouank-flamm gant ar muzik ha dre berzh an daouad Krismenn hag Alem, mailh war ar c’han ha beatbox, en deus graet anaoudegezh gant an arz-se.

Diouzhtu-kaer eo bet entanet-holl gantañ hag abaoe pevar bloaz e vez bemdez ouzh ar stern evit gwellaat e arz, o vont ingal ivez da zarempred gant e genseurted.

A-benn ar sadorn 15 a viz Here e kinnigo ar brezhoneger yaouank un atalier d’ober anaoudegezh gant ar Beatbox, e brezhoneg, e Ti ar Vro Kemper, desket e vo ennañ, ouzhpenn traoù all, penaos dezrevell sonioù ar batiri gant pleustradeg hag onomatopeennoù. Digor eo hennezh d’ar re yaouank eus 8 da 12 vloaz.

Ur c’huzul bennak evit ober gant ul « loopstation » a roio ivez, « loopstation » pe « looper » pe c’hoazh mekanik d’ober rodelladoù muzik, benveg ret-holl d’ar « veatbokserien ». Un abadennig, 40 munud anezhi, a vo a-benn fin ar staj, digor eo da familhoù ar stajidi, ar re ziwezhañ-se a vo pedet gant an arzour da lammat war al leurenn evit dibunañ ur pennadig asambles gantañ.

 

Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

***

 

Le Human Beatbox ou boîte à rythme humaine, c’est l’art de faire de la musique et de générer des sons uniquement avec la bouche et l’appareil phonatoire.

Né dans les années 70 aux Etats Unis, le beatbox est l’un des cinq piliers du Hip Hop.

Noah Roudaut alias Neor, jeune artiste de 17 ans, tombé dans la musique dès son plus jeune âge, l’a découvert grâce au duo Krismenn et Alem spécialiste du kan ha beatbox.

Le coup de foudre pour cette spécialité a été immédiat et depuis quatre ans, il travaille quotidiennement pour perfectionner son art, allant régulièrement à la rencontre de ses pairs.

Le jeune bretonnant proposera le samedi 15 octobre, à Ti ar Vro Kemper, un atelier de découverte du Beatbox en langue bretonne qui consistera entre autres à reproduire les sons de la batterie grâce à des exercices et d’onomatopées. Ce dernier est ouvert aux jeunes de 8 à 12 ans.

Il donnera aussi quelques conseils pour utiliser une loopstation appelée aussi looper ou machine à faire des boucles musicales, instrument de prédilection des beatboxers. Le stage se terminera par une petite prestation de 40 minutes ouverte aux familles des stagiaires ainsi que par une invitation des stagiaires à le rejoindre pour interpréter un petit morceau en commun.

 

Réservation et renseignements : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

 

 

Da c’hoût hiroc’h diwar-benn Noah Roudaut

Instagram : @nonoroudaut

Youtube : Noah Roudaut ha NeOR BeatBox hag war www.brennig-productions.com

 

En savoir + sur Noah Roudaut

Instagram : @nonoroudaut

Youtube : Noah Roudaut et NeOR BeatBox Et sur www.brennig-productions.com

Details

15/10
14:30>17:15
Cost:
15€

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
https://tiarvro-kemper.bzh

Lieu

TI AR VRO KEMPER
3 esplanade Famille Gabaï
QUIMPER, 29000
+ Google Map
Phone:
0298907043
https://tiarvro-kemper.bzh