Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

LEUN EO / COMPLET : Baleadenn natur e brezhoneg | Balade nature en breton

10/07 - 13:30>17:00

- 15€

LEUN EO / COMPLET

Mont gant ur c'hayak, d'ober ur weladenn d'ar glad, dre aber Ster Oded

A la découverte du patrimoine de l’estuaire de l’Odet en kayak

10/07/2021

Emgav war parklec’h Porzh Kozh Benoded (dirak iliz Sant Tomaz)

Rendez-vous sur le parking du Vieux Port de Bénodet (devant l’église Saint-Thomas)

1eur1/2 g-m > 5eur g-m | 13h30 > 17h

E brezhoneg - En breton
15€

 

Un dichapadenn gayak a ginnig skipailh Ti ar Vro Kemper deoc'h evit mont da zizoleiñ glad aber Stêr Oded, etre Benoded ha Gouesnac'h a-benn ar Sadorn 10 a viz Gouere 2021, eus 1eur1/2 g-m da 5eur g-m.

Pe oc'h boas pe n'oc'h ket, pe emaoc'h ho-unan pe emaoc'h gant ho familh pe mignoned, arabat chom etre daou soñj, deuit d'hor c'haout evit ma chomo don ar penn devezh-se en ho memor !

Plantennoù ha loened en aber, manerioù dibar, kastelloù ha tier dudius all a reoc'h anaoudegezh ganto !

Emgav war parklec'h ar Porzh Kozh e Benoded evit ur bourmenadenn deskadurezh betek Porzh Meilhoù (Gouesnac'h).

Gant Annaick Loisel a vo kaset an abadenn-se e brezhoneg, den a-galon vat eus Ti ar Vro Kemper eo.

Kement hini a c'hall dont d'ar bourmenadenn (adalek 12 vloaz, asambles gant un den gour, pe gant un aotre a-berzh e dud).

Goût neuñviñ dre ret evit an holl berzhidi.

Heñchet e voc'h gant ur monitour eus klub kanoe-kayak Kemper.

A-benn ma voc'h erru e Porzh Meilhoù (Gouesnac'h) e teuio ur servij mont-dont d'ho kerc'hat ha d'ho kas betek ho karr e Benoded.

Ouzhpenn-se e vo ret deoc'h bezañ masklet betek bezañ e-bourzh ho kayak.

Un niver rik a dud a c'hallo kemer perzh.

Bezañ enskrivet diouzh ret gant Ti Ar Vro Kemper.

Diwallit ne c'haller ket bezañ ouzhpenn un niver rik ! Seul gentoc'h ma vo lakaet ho anv ganeoc'h, seul welloc'h !

 

Roll ar valeadenn :

  • 1eur30 g-m : emgav war parklec’h Porzh Kozh Benoded (dirak iliz Sant Tomaz)
  • 1eur30 > 2eur g-m : alioù surentez roet gant ar monitour kayak + gwiskañ ar jiletennoù saveteiñ + lakaat ar c'hayakoù en dour
  • 2eur g-m : diblasañ diouzh kal bag-treizh Benoded da vont gant ar bourmenadenn
  • 2eur > 4eur30 g-m : pourmenadenn gant kayak da zizoleiñ glad aber stêr Oded
  • 4eur30 g-m : degouezh e Porzh Meilhoù (Gouesnac'h)
  • 4eur30 > 5eur g-m : distro da Venoded gant karr mont-dont ar c'hlub kayak (frejoù hent kemeret e karg)
  • 5eur g-m : fin an devezh

 Titouroù pleustrek :

  • Priz ar valeadenn : 15€ dre zen
  • Brezhonegerien dre ret
  • Traoù da zegas : ur vantell-c'hlav, ur chupenn tomm, botoù serr, ur voutailhad dour, ho maskl
  • Emgav : 1eur1/2 g-m war parklec’h ar Porzh Kozh e Benoded (dirak iliz Sant Tomaz)

Chomlec’h : 2, Bali Stêr Oded, Porzh Kozh, 29950 Benoded

  • Fin an devezh : 5eur g-m war parklec’h ar Porzh Kozh e Benoded (dirak iliz Sant Tomaz)
  • An enskrivañ betek ar 5 a viz Gouere 2021
  • Trugarez da lakaat hoc'h anv en a-raok en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan :

https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSfb6TDu4kG2o_GDPVGW5Z56b4g89h9vcKzetOx1lBxjjfKvRg/viewform?usp=sf_link

Evit kaout muioc’h a ditouroù deuit e darempred gant Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

 

***

 

L'équipe de Ti Ar Vro Kemper vous propose une excursion en kayak pour partir à la découverte du patrimoine de l’estuaire de l’Odet, entre Bénodet et Gouesnac’h, le samedi 10 juillet 2021, de 13h30 à 17h.

Initié ou promeneur d’un jour, seul, en famille ou entre amis, n’hésitez pas à nous rejoindre pour faire de cette demi-journée un moment inoubliable !

Flore et faune de l'estuaire, manoirs de caractère, châteaux et autres demeures de charme n’auront plus de secret pour vous !

Rendez-vous sur le parking du Vieux Port de Bénodet pour une balade culturelle jusqu’à Porzh Meilhoù (Gouesnac’h).

Cette excursion sera animée en langue bretonne par Annaick Loisel, bénévole de Ti ar Vro Kemper.

Promenade accessible à tous (à partir de 12 ans, accompagné d'un majeur ou avec autorisation parentale).

Savoir nager pour tous les participants.

Encadrement assuré par un moniteur du club de canoë-kayak de Quimper.

A votre arrivée à Porzh Meilhoù (Gouesnac’h), un service de navette retour vous permettra de rejoindre votre véhicule à Bénodet.

De plus, le port du masque est obligatoire jusqu’à votre montée dans le kayak.

Nombre de participants limité.

Inscription obligatoire auprès de Ti Ar Vro Kemper.

Attention, le nombre de places est limité ! Les premiers inscrits seront les premiers servis !

 

Programme de la balade :

  • 13h30 : rendez-vous sur le parking du Vieux Port de Bénodet (devant l’église Saint-Thomas)
  • 13h30 > 14h : consignes de sécurité données par le moniteur kayak + port des gilets de sauvetage + mise à l’eau des kayaks
  • 14h : départ de la balade de la Cale du Bac de Bénodet
  • 14h > 16h30 : balade en kayak à la découverte du patrimoine de l’estuaire de l’Odet
  • 16h30 : arrivée à Porzh Meilhoù (Gouesnac’h)
  • 16h30 > 17h : retour à Bénodet en navette du club kayak (transport pris en charge)
  • 17h : fin de la journée

Infos pratiques :

  • Prix de la balade : 15€ par personne
  • Bretonnants uniquement
  • Affaires à emmener : un coupe-vent, un vêtement chaud, des chaussures fermées, une bouteille d’eau, votre masque
  • Rendez-vous : 13h30 sur le parking du Vieux Port de Bénodet (devant l’église Saint-Thomas)

Adresse : 2, avenue de l'Odet, Vieux Port, 29950 Bénodet

  • Fin de la journée : 17h sur le parking du Vieux Port de Bénodet (devant l’église Saint-Thomas)
  • Inscriptions jusqu’au 5 juillet 2021
  • Inscription obligatoire au préalable, merci de vous inscrire en remplissant le questionnaire suivant :

https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSfb6TDu4kG2o_GDPVGW5Z56b4g89h9vcKzetOx1lBxjjfKvRg/viewform?usp=sf_link

 

Pour plus d’informations, contactez Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh

 

Details

10/07
13:30>17:00
Cost:
15€

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
https://tiarvro-kemper.bzh

Lieu

Vieux Port de Bénodet
2, avenue de l'Odet, Vieux Port
Bénodet, 29950
+ Google Map