Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Baleadenn tro-dro Lennon e brezhoneg

11/09 - 11:00>16:00

Baleadenn e brezhoneg tro-dro Lennon 

11/09/2021

11 eur mintin > 4 eur g-m - 11h > 16h

  E brezhoneg - En breton
Digoust - Gratuit

 

Deuit da vale en ur gomz brezhoneg ! Pe ar c'hontrol...

D'ar Sadorn 11 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn tro-dro Lennon. War-dro 11 km a-hed ar ganol hag a-dreuz ar c'hoadoù.

Bale ne vo ket a-walc’h.  Ar bourmenadenn a vo da gentañ tout un digarez evit ober gant ar brezhoneg.  Eus 11e betek 4e.

Digor e vo  d’an holl re a zo tamm pe damm en o aes gant ar brezhoneg ha d'ar re o deus c'hoant da greñvaat o hini ! Ur reolenn memestra : chom hep ober gant ar galleg !

Emgav tal-kichen  iliz Lennon gant ur piknik da 11e. Digoust. Ar muiañ a dud ar gwellañ tout... met gwelloc'h lakaat e/he anv en a-raoktiarbrezhoneg@gmail.com

Ken an 11 a viz Gwengolo !

 

Hervé Saliou

06 60 57 19 40

 

TI AR BREZHONEG

Emgav brezhonegerien bro Bariz

tiarbrezhoneg@gmail.com.

www.tiarbrezhoneg.bzh

Deuit ganimp war FACEBOOK !

Sellit ouzh TABTV war YouTube !

Details

11/09
11:00>16:00

Organisateur

Ti ar Brezhoneg
Email:
www.tiarbrezhoneg.bzh