Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Noz chakod e Kemper / Soirée des pocket films en breton

14/06 - 20:00>21:30

- Gratuit

14/06/2021

Cinéville Quimper
8e noz - 20h
E brezhoneg - En breton
Digoust - Gratuit

 

Laouen omp ouzh ho kinnig ar raktres « videoioù e brezhoneg » a vo skignet da vare ar genstrivadeg « Filmoù chakod » aozet gant Daoulagad Breizh, Emglev Bro Douarnenez, Ti ar Vro Kemper, Ti ar Vro Leon, Ti ar Vro Bro Kemperle ha Ti ar Vro Landerne-Daoulaz. E Kemper, ar rakrtes a zo frouezh ur c'henlabour etre ar skolaj Diwan Jakez Riou, al lise Brizeux, Ti ar Vro Kemper ha Daoulagad Breizh, ganto ar c'hoant da vroudañ implij ar brezhoneg e-touezh ar re yaouank. Evit ar bloavezh 2020-2021 eo bet dibabet an tem : “Ar 7... ”. Reolennoù diazez : filmigoù 4 munutenn d'ar muiañ, e brezhoneg istitlet e galleg ha filmet gant ur pellgomzer hezoug pe ur beñveg foto bihan a ya ‘barzh ur chakod.

Desket eo bet gant ar skolajidi hag al liseidi klask ober gant binviji kleweled ha krouet o deus videoioù dre skipailh, o skrivañ, filmañ ha frammañ en un doare emren.
Disoc'h al labour-se a vo diskouezet d'al Lun 14 a viz Even, da 8eur noz er Cinéville e Kemper.

Pedet eo an holl da zont da welet ar videoioù-se. Videoioù fentus ha souezhus a vo skignet.

Deuit niverus !

 ***

Nous avons le plaisir de vous présenter le projet « vidéos en breton » qui s’inscrit dans le concours « Filmoù chakod » organisé par Daoulagad Breizh, Emglev Bro Douarnenez, Ti ar Vro Kemper, Ti ar Vro Leon, Ti ar Vro Bro Kemperle et Ti ar Vro Landerne-Daoulaz. Sur Quimper, il est le fruit d’une collaboration entre le collège Diwan Jakez Riou, le lycée Brizeux, Ti ar Vro Kemper et Daoulagad Breizh, dont le but est de valoriser l’emploi du breton chez les jeunes. Le thème de l'année 2020-2021 était « Ar 7... » qui signifie en français : « Les 7... ». Rappel des règles de base : des films de 4 minutes maximum, en breton sous-titré français et filmés avec un téléphone portable ou un petit appareil photo qui tienne dans la poche.

A travers ce projet, les élèves ont appris à utiliser les outils audiovisuels et à produire, sous forme de petits groupes, leur propre vidéo en intégralité et de manière autonome : écriture de scénario, captation sur le terrain en passant par le montage. Le résultat de ce travail vous sera présenté le lundi 14 juin à 20h au Cinéville de Quimper.

Nous vous invitons à découvrir ces fictions.

Venez nombreux !

 

Details

14/06
20:00>21:30
Cost:
Gratuit

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
https://tiarvro-kemper.bzh

Lieu

Cinéville
67 Rue de la Providence
Quimper, 29000 France
+ Google Map