Chargement Évènements

Staj Brezhoneg Kerne Izel gant Andrev Seznec / Journée d’étude sur le breton du Sud Cornouaille et accent tonique avec Andrev Seznec

13/03 - 09:00>17:00

- 30€

13/03/2021

E Kreizenn stummañ Roudour e Kemper

9e mintin > 5e goude-merenn
E brezhoneg

Adalek 15 bloaz
30€

Dav eo mirout e blas - Sur réservation (places limitées)

***

Evit Mizvezh ar Brezhoneg, Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg e Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloiñ Brezhoneg Kerne Izel.

 

Roll-labour an devezh :

- An taol-mouezh er ger (hirder pe berrder), er strollad-anv, er frazenn diwar André Sinou, brezhoneg Lechiagad Hor Yezh 1999, reolenn laket da dalvout war Brezhoneg Kerne-Leon-Treger.

- Selaou enrolladennoù evit meizañ mat ar perzhioù gwelet hag evit distagañ anezho diwar lenn goude deoc’h selaou  : a-stroll da gentañ hag a-skipailhoù da c'houde. Flouraat e zoare distagañ (meur a enrolladenn a vo kinniget deoc’h padal e c'hellit dont gant un enrolladenn hag a blij deoc’h ar brezhoneg enni daoust ma n’eo ket brezhoneg Kerne Izel).

- Lenn pennadoù-skrid, diwar gazetenn pe levr, ar flourañ ar gwellañ diwar bleustriñ, goude deoc’h merkañ an taolioù-mouezh enno.

- Kontañ un istor farsus berr, 5 linenn bennak dre lenn pe dre eñvor ma c’hellit.

 

Titouroù :

* 9 den d'ar muiañ

* Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet

* Adalek 15 bloaz

* Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)

* Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper, ho maskl

* Lec'h ar staj : Kreizenn stummañ Roudour (2 rue du Moulin de Melgven - 29000 Quimper)

* Priz ar staj : 30€

* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued

* Trugarez da lakaat hoc'h anv en ur leuniañ ar goulennaoueg amañ-dindan a-raok an 11 a viz Meurzh 2021 :

https://docs.google.com/forms/d/e/1FAIpQLSenScsOC-xwCrXC26Q5OZAKTBI_7OabhLnZl8jYsC3QACZfIA/viewform?usp=sf_link

 

Titouroù : Ti ar Vro Kemper / 02 98 90 70 43 / clelia@tiarvro-kemper.bzh 

 

 

Gant skoazell / Avec le soutien de :

Details

13/03
09:00>17:00
Cost:
30€

Organisateur

TI AR VRO KEMPER
0298907043
Email:
https://tiarvro-kemper.bzh

Lieu

Roudour
2 rue du Moulin de Melgven
Quimper, 29000 France
+ Google Map
Phone:
0298997581