
Stage en langue bretonne sur l’art du conte – 05 > 09/06/2023
5/06 - 09:00>9/06 - 17:00
Roudour organise un stage en langue bretonne, tourné sur l’art du conte, du 5 au 9 Juin 2023, à Quimper.
Au cours de ce stage, mené par Andrev Sezneg, les participants pourront acquérir des compétences dans l'art du conte et améliorer leur maîtrise de la langue bretonne. Le programme comprendra les éléments suivants :
- Le rôle du conteur
- Les caractéristiques du conte
- Méthodes de création de contes
- Techniques mnémotechniques
Le stage se clôturera par une session où chaque participant aura l'opportunité de raconter son propre conte.
Ur staj da vont war an dibunañ marvailhoù e vo hennezh ha da wellaat e yezh war an dro.
- Da gentañ penn e vo gwelet petra eo doare ar c’honter, e vod da vezañ war al leurenn, da gomz ouzh ar selaouerien hag ar pezh a lak anezhañ disheñvel-mat diouzh ur c’hoarier pezhioù.
- Da eil e vo studiet petra eo ur gontadenn rik e-keñver un danevell pe un istor bennak all. D’an drede e vo pledet gant ar modoù da dapout ur gontadenn (pe un danevell) ennañ e-unan, diwar glev, diwar lenn, diwar dreiñ pe c’hoazh dre sevel e hini.
- Da vont pelloc’h ganti e vo pleustret war ho kontadenn dibabet, gant meur a zoare envoriñ hag a voc’h laket ganto da berc’henn da vat war ho kontadenn, a-benn dezrevelliñ anezhi ouzh selaouerien.
- Ha da ziwezhañ holl e c’hallo pep hini kontañ e varvailh kenetrezomp. Se ne vo ket diouzh ret. A-wechoù o devez lod ezhomm muioc’h a amzer a-benn bezañ en o bleud d’ober se.
Pal pennañ ar staj-mañ eo bezañ gouest da gontañ dezhañ e-unan paneveken ha d’ar re all ma vezer prest d’hen ober.
Gwenvael Doassans
Kuzulier stummañ / Conseiller formation
Scop Roudour
Aozadur stummañ war ar brezhoneg /
Organisme de formation à la langue bretonne
02 98 99 75 81