
- Cet évènement est passé
Staj Brezhoneg ar Vro Vigoudenn | Journée d’étude sur le breton du Pays Bigouden
13/05 - 09:00>17:00
- 30€
13/05/2023
E Ti ar Vro Kemper
9e mintin > 5e goude-merenn
E brezhoneg
Adalek 15 bloaz
30€
Dav eo mirout e blas - Sur réservation
Ti ar Vro Kemper a bed Andrev Seznec, stummer war ar brezhoneg er gevredigezh Roudour, da ginnig deoc’h un devezh evit dizoloeiñ brezhoneg ar Vro Vigoudenn.
Roll-labour an devezh :
Ar staj-mañ a vo ennañ ur studi war an taol-mouezh el lavar : en anv, er strollad-anv hag er frazenn. An taol-mouezh kreñv hag an taol-mouezh skañv diouzh ar reolenn laket war-wel gant A. Sinou en ur studi fonologiezh (Yor Yezh « Le breton de Lechiagad » 1999)
Er wech-mañ e vo labouret gant enrolladennoù eus Ar Vro Vigoudenn, teurel meiz ouzh plas an taol-mouezh, ouzh hirder pe berrder ar vogalenn er silabenn taolmouezhiet.
Labour distagañ diwar an enrolladennoù klevet.
Lakat an taol-mouezh a-hed-da-hed ur skrid ha lenn anezhañ diouzh ar pezh a vo merket.
Titouroù :
* 15 den d'ar muiañ
* Degemeret e vo ar re gentañ enskrivet
* Adalek 15 bloaz
* Live B1 d'an nebeutañ (tud a oar brezhoneg dija)
* Traoù da zegas : un enrolladenn, un alc'hwez USB, un urzhiataer hezoug (ma ez eus unan ganeoc'h), paper.
* Ne vo ket kemeret e karg ar pred e priz ar staj, trugarez da zegas ho poued
* Enskrivadur dre ret
Mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | agnes@tiarvro-kemper.bzh