Chargement Évènements
  • Cet évènement est passé

Staj war ar brezhoneg / Stage de breton

22/02 - 09:00>26/02 - 17:00

Ur staj war ar brezhoneg a vo e-pad ar vakansoù goañv !

Un stage de breton se tiendra pendant les vacances d'hiver !

 

22 >26/02/2021

Sal An Tog Ruz - Salle du Chapeau Rouge

Kreizenn stummañ Roudour e Kemper - Centre de formation Roudour à Quimper

 

Kinnig a reomp ur staj war ar brezhoneg e Kemper e-pad ar vakansoù goañv eus an 22 a viz C’hwevrer d’ar 26 a viz C’hwevrer. E 2 straed milin ar Melven e vo en hol lec'h stummañ. 

Tout an dud intereset gant ar yezh a c’hell kemer perzh. Digor eo d’an holl ! Pouezus eo deoc’h kompren ar yezh en ho labour pe evit kaozeal gant ho pugale. 

Petra a vo graet ? Poelladennoù dre skrid ha dre gomz a vo graet gant ar stajidi. C’hoariet e vo ivez ha plijadur a vo ! Se zo sur ! Pedagogiezh Roudour a zo da lakaat an dud da zeskiñ en ur c’hoari. Efedus-tre eo. Adwelet e vo traoù zo ha lakaet e vo ar stajidi d’ober sketchoù bihan dezho da vezañ muioc’h en ho pleud dre gomz.

Ar staj a bado ur sizhunvezh etre 9 eur ha 5 eur bemdez. Ur strollad a zo evit pep live. Grit an test war al lec’hienn evit gouzout ho live ! Da c’houde e c’helloc’h enskrivañ war hol lec’hienn

 

Posupl eo implijout ho kont CPF “Compte Personnel de Formation”. 

Kit e darempred ganeomp : 02 98 99 75 81 pe degemer@roudour.bzh  

 

***

Le centre de formation à la langue bretonne Roudour organise un stage pendant les vacances d’hiver à Quimper, du 22 au 26 février prochain, dans notre lieu de formation au 2, rue du Moulin de Melgven.

Ce stage s’adresse à toutes les personnes intéressées par la langue bretonne, quel que soit leur niveau. Cette semaine se fera en classe mais elle sera vivante !

Que sera-t-il proposé ? L'équipe de formateurs proposera aux stagiaires de faire des exercices oraux et écrits, comme celui d’écrire et de faire un petit sketch pour améliorer l’aisance à l’oral. Ce sera également l’occasion de revoir des points qui ne sont pas bien compris. La pédagogie de Roudour est d’apprendre tout en s’amusant !

Ce stage d’une semaine est éligible au compte personnel de formation. Des groupes seront constitués selon les niveaux de chacun. Pour connaître le vôtre, vous pouvez faire les tests en ligne sur notre site www.roudour.bzh

 

Nous contacter : 02 98 99 75 81 ou degemer@roudour.bzh

--

Manon Deniau

Kargadez a gehentiñ / Chargée de communication

Scop Roudour

Stummadur war ar brezhoneg / Formation à la langue bretonne

Ti ar Vro 6, plasenn Gwirioù Mab-Den 29270 Karaez

0298997581 - 0637990864

www.roudour.bzh

Details

du 22/02 - 09:00
au 26/02 - 17:00
www.roudour.bzh

Lieu

Roudour
2 rue du Moulin de Melgven
Quimper, 29000 France
+ Google Map
Phone:
0298997581