C’hoarioù diwar-benn an endro : adkavout un nebeud plant gouez (pas danjerus evel-just) kinniget gant o fotoioù hag o anvioù teiryezhek : brezhoneg, galleg, saozneg. Goude c’hoarioù bihan all.
Arselladenn : implij ar « roudouskop », gevellunedenn…
Adkavout al loened hag ar plant/gwez all war ar fichennoù. Un nebeud gouiziegezhioù diazez diwar-benn al loened-mañ hag ar plant/ar gwez-mañ.
Palioù pedagogel : labour war ar geriaoueg, diorren an arselladenn met ivez ar gouiziegezhioù war an endro (loened ha plant/gwez).
Fichennoù bedagogel : digoust.
Prof (roudouscop) : kinniget e vo deoc’h kas ho chomlec’h postel d’an animatourez. Kas a raio titouroù deoc’h ur wech an amzer dre bostel (2/3 gwech bep bloaz d’ar muiañ).
Da gas evit ar bourmenadenn (met n’eo ket ur redi, dafarioù a vo prestet ivez) :
- loupenn
- gevellunedenn
- ur c’heion velleda
- dilhad hervez an amzer
- ur sac’h bihan gant dour
Eur ha lec’h emgav : da 2e1/4 g-m dirak Ti karter ar Vilin c’hlas – 47 Hent ar Prateyer 29000 Kemper
Titouroù pleustrek :
– D’ar Merc’her 9 a viz Ebrel 2025
– Lec’h : Koad ar Vilin c’hlas (Kemper)
– Eurioù : 2e1/2 g-m > 4e1/2 g-m
– Oad : Adalek 5 bloaz
– Atalier lusket e brezhoneg
– Priz : 3€ (pep bugel a zle bezañ gant un den gour. Ar priz a zo evit 1 bugel + 1 den gour)
– Enskrivadur dre ret da Ti ar Vro Kemper (niver rik a blasoù)
Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp : Ti ar Vro Kemper | 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh
***